Accueil > Dour ha Tan > Keleier Plogo

Keleier Plogo

samedi 28 juillet 2007

KELEIER PLOGO

Diouzh ar mintin, pa zao ar glizh

E-sao an ed hag ar gwinizh

E-sao an ed diouzh an douar

Na pa vez c’hoazh an heol klouar


Ouspen an heol a zao abred

Ouspenn ar gwinizh hag an ed

keleier fall dre ar c’hontre

A zao abretoc’h ewit an de


Ha tud Plogo, a lavare

En traon an tour an eil d’egile

Livirit din e gwirionez

Petra zo nevez er barrez


Petra zo nevez barz ar vro

Hag er parreziou tro-war-dro

Na pa welan war ar blassenn

Yann-Vari Kerloc’h tenval e benn


(Ar) Pezh a glevan a zo spontus

Ouspenn m’eo trist ha glac’harus

Gwerzhet eo Plogo da Bariz

Ur greizenn vras plas ar gwinizh


E plas an ed ur mekanik foll

A vije gouest da lac’han an holl

Petramant c’hoaz a-nebeutou

D’hor c’has er-maes eus hon douarou


Ewid hor c’has ’maes ne rayo ket

Warlec’h an had ’teuio an ed

Hag an ed ranker da zournan

Araok ma chomje da vreinan


Hag aman e parrez Plogo

An aotrou bras hag e gof teo

Pa teuio gand e roched gwenn

A zesko bale er vouilhen


Bez e tesko gand e ardou

Piw eo ar mestr war an douarou

Na pa ranko mond war e giz

Don dar vouilhen beteg Pariz


Ha breman p’eo echu va son

M’ho peus ket sonj vad deus an ton

Kanit anezi war un ton all

Ha kanit, kanit e giz Gwechall.