Accueil > Dour ha Tan > Ar c’honter Linky

Ar c’honter Linky

mercredi 25 janvier 2017

Raktreset zo gant lezenn an 18 a viz eost 2015 staliań 35 million konterioł-tredan a vez graet anezho konterioł Linky. Ac’hann 2021 e rankint bezań staliet normalamant. Int a gemero plas an holl konterioł a-vremań. Bruderez a vez graet gant ERDF : Linky a vefe ur c’honter evit aesaat deomp hon buhez.

Petra a zeuio da vezań hon frankiz deomp-ni ? Doujet e vo dezhi ? Peadra a zo da chom diskredik pa ouezer e vo anavezet gant ERDF an disterań tra, an disterań jestr eus hon buhez pemdeziek liammet gant hon implij tredan. Posubl e vo gouzout da bet eur ez eomp da gousket, da bet eur e tapomp ur strinkadenn, peur e vo muioc’h a dud en ti …. ha da bet eur ez imp kuit eus an ti da labourat. An titouroł personel-se a c’hello lod kavout eus a-bell a zegaso , anat eo, meur a zrougimplij : marketing diroll, laerezh a-berzh tud a fell dezho gouzout peur ne vimp ket er gźr... Petra a zeuio da vezań an titouroł-se ha petra vo an efedoł evit pezh a sell eus hon buhez privez ?

Ouzhpenn-se pa c’hello ar pourvezer-tredan gouzout war an taol ha resis hon implij- tredan e vo posubl dezhań ehanań eus a-bell mont en dro mekanikoł zo evel hini an dour tomm, an tommerezed ….. gant ar pal digreskiń ar c’hementad – tredan implijet pa vez an holl oc’h ober gant tredan.

Petra lavar pa vo lemel 10 000 post- labour, re an dud karget d’ober skridoł-dastum ar c’honterioł ?Ne vint ket kempouezet gant ar postoł nevez krouet.

Hag an efedoł war ar yec’hed ?

Tud zo o deus da c’houzańv arouezioł tamm pe damm grevus abalamour d’ar gwagennoł insilet er c’habloł, er mekanikoł a ya en dro gant tredan. Ar CPL a vez graet eus an dra-se. N’eo ket bet raktreset ar c’habloł evit- se. Ret e vefe bet dezho bezań houarnet d’an nebeutań. Setu perak en em gav ar gwagennoł en aer tro dro d’an dud , aes da vuzuliań betek 2m50 eus kement kabl zo memes mansonet er mogerioł ha betek al lampoł war an daol-noz hervez kevredigezh Next Up, savet ganti ur film en un ti ennań ur c’honter Linky.

Dre ma ya war gresk en un doare prim an teknikoł e vez merzet n’eo glot ket ar c’honter Linky gant ar yec’hed. Evel-se e bro Suede 15 000 klanvour (2% eus ar boblans ) a zo anavezet gant ar stad evel kizidik- tre ha gant kudennoł a bep seurt .
Kelennerien ur skol vras eus bro Kalifornia o deus sachet evezh an dud goude bezań stadet eo aet war gresk ar c’hign bev betek 21% goude implij ar c’honter Linky. Kardanaet eo bet gant enklaskerien evel S. Milham. Merzet zo bet ivez ur skuizhder dalc’hus, kudennoł memor, kudennoł divskouarn , mezevelloł, poan benn, anken, lammoł kalon.....

Kudennoł teknik a zo bet gwelet : sac’hadennoł niverus kerkent ha staliet ar c’honterioł Linky war ar skinwelerioł, an urzhiaterioł, ar binviji elektrik e ti ar genwerzherien, gouloł oc’h en em lakaat da vont en dro o-unań ha tan-gwalioł zoken.
E bro Kanada e-lec’h m’eo bet staliet ar c’honter e-barzh tost 4 million ti eo kresket ar fakturennoł ken emań bro Kebek o kilań.

Ret e vo sevel 700 000 stign GP.RS3G bras kenań war an treusfurmerioł-elektrisite pe ar savadurioł evit kas an titouroł da ERFF.

Disammet e vo ERDF eus kement sac’hadenn pe tan – gwall a c’hoarvezo. 20 devezh o do ar c’houzanverien evit prouiń kiriegezh ar c’honter Linky. Ne vo ket digolet an dud gant an asuransoł evit an domajoł a orin magnetek.
Kresk e vo ivez war ar c’houmanantoł dre ma kousto 7 miliard a euroioł ar c’honterioł da laret eo etre 200 ha 300 euro evit pep ti , konterioł a ranko bezań cheńchet bep 15 vloaz.

Kontrol d’ar pezh a lavar ERDF n’eo ket ret kaout ar c’honter Linky evit kenstagań an energiezhoł nevez ouzh ar rouedad- tredan. Bro Alamagn dre skoue,kalz avansetoc’h egedomp war an danvez-se he deus nac’het staliań ar c’honter Linky.
Ar C.N.I.C a zispleg mat e c’heller mont a-benn d’ar raktres-se. An ti-kźr, perc’henn war ar c’honterioł kozh a c’hell mirout ouzh ERDF d’ober ar cheńchamant-se.
A drugarez d’an difraeoł keodedourel eo bet lamet an telloł-kastiz a oa en destenn e penn kentań tout : 1500 euro evit pep tiegezh a nac’hfe staliań ar c’honter.
Ne vint ket staliet en ospitalioł, al lec’hiennoł evit an arme, an archerdioł, ar c’hreizennoł nukleel. Ha perak ’ta ? Evit ma ne vefe ket laeret titouroł pouezus hag evit ma ne vefe ket direizhet o ardivinkoł.

Keuz war lerc’h ne dalvez netra
Teurel evezh eo ar gwellań


Jacqueline Quintin

OpenDocument Text - 27.3 ko

Documents joints