Accueil > Dour ha Tan > Petra eo an Tri Porteur e Landerne ?

Petra eo an Tri Porteur e Landerne ?

samedi 7 mars 2009

An Tri Porteur

An adaozañ e Bro Landerne


Pal ar gevredigezh-se, ganet e c’hwevrer 2008, a zo :

- Digreskiñ sammad al lastez e Bro Landerne

- An deskadurezh evit ur beveziñ prederiet : Daoust hag-eñ e talvez ar boan prenañ ? Daoust ha ne vefe ket gwelloc’h amprestiñ ?

- Adimplij en un doare speredek hon lastez : Daoust hag ur vuhez posubl all a zo evit an dra-mañ n’am eus ket ezhomm anezhañ ken ?

Tri doare ober :

Digreskiñ al lastez en andon, dre an deskadurezh d’an endro ha d’an diorren padus

Dresañ, adneveziñ, adimplij, talvoudekaat an traoù sklapet

Adaozañ ar pezh a c’heller

Tri fal

Kement-se holl gant ur preder e-keñver an en-dro da gentañ penn :

Digreskiñ ar beveziñ "produioù lastez", lakaat da soñjal war dazont al lastez-se, gwarez ar produioù kentañ a ya d’e ober. Chom hep ober eus al lastez ur saotrer.

Sokial : Tomm ez omp eus plas pep hini er gevredigezh. Dioroiñ al liamm sokial hag a gengred war an tiriad. Ar pep pouezusañ a zo krouiñ labour padus pa c’heller.


Ekonomiezh :
Digreskiñ koust treterezh al lastez da live ar Kumuniezh Kumunioù, gant sikour pep eko-keodedour. Krouiñ kevelerezhioù gant ar strollegezhioù, ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù lec’hel. Dalc’het vo e kont ar redi da vezañ kempouez e keñver arc’hant, da grouiñ obererezhioù ha servizioù nes.

Beveziñ mod all = stlepel mod all

Stlepel mod all = beveziñ mod all


Sellout ivez ouzh

ar vidéo Eil Buhez